Ar Fakir Bihan
Korf mab den a c'hell ober ur bern a draoù, met reoù zo o deus direizherioù evel ar Qureshi er Parkistan.
Krogiñ a ra an istor e Lahore, Norzh bro-Pakistan. Ur fakir a 10 vloaz a gerzh war regez tomm, en em skoiñ a ra gant chadenn ur velo pe plantiñ a ra gouglezeier e-barzh e vrec'h. Ha tout-se, hep kaout an disterañ poan. Souezhet eo an holl dud, klask a reont an truk. Met, ma ne vefe ket a druk ? Medisinourien an ospital a zo boazet da welet anezhañ degouezhout ha galviñ a reont skiantourien ispisializet. Ur Saoz, an Dr Geoffrey Woods eus an ensavadur enklask mezegel a zo souezhet ha dibab a ra mont e Lahore da enklaskiñ diwar an afer-mañ. Met pa zegouezh e Pakistan, deskiñ a ra Woods emañ marv ar Fakir bihan o klask souezhañ e vignoned en ur lammañ eus ur savadur uhel-tre. Petra 'vo graet gant Woods bremañ, distreiñ e Rouantelezh-Unanet ? Ket. Soñjal a ra ma vez an direizhder-mañ gant ar Fakir bihan, perak ne vefe ket gant izili e familh, ar klan Qureshi. Hag ar gwir a zo bet gantañ peogwir 6 den all eus e familh a oa bet tizhet gant an heñvel direizhder. N' eus ket tu dezho kaout poan. Met an dreistgalloud-mañ a zo ivez un namm. Da skouer, ma vez lakaet un dorn e-barzh dour e verviñ. Gant an den normal e vez tennet an dorn buan evit nan pas kaout poan met an den gant an direizhder Qureshi n'en deus ket poan ha disoñjal a ra emañ e zorn o teviñ. Pa vo tennet e zorn gantañ e vo distrujet. Distroet e Rouantelezh-Unanet emañ Woods o enklask diwar an direizhder-mañ gant skiantourien all evit kompren hag implij ar fed-mañ evit sevel louzoù, kreñvoc'h eget ar Morfin. A-benn 20 vloaz d'ar muiañ ho po neuze marteze louzoù nevez, dre sikour Woods ha Qureshi.

digg it
del.icio.us